The Supremes

The Supremes
Steredenn The Supremes e Hollywood Walk of Fame, 7060 Hollywood Boulevard

Alias The Primettes; Diana Ross & the Supremes
Bro orin Detroit, Michigan,
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) Pop, R&B, soul, psychedelic soul, Motown, doo-wop, disko
Bloavezhioù oberiant 19591977
Label(ioù) Lu Pine (Primettes), Motown (Supremes)
Izili bet er strollad Mary Wilson
Diana Ross
Florence Ballard
Betty McGlown
Barbara Martin
Cindy Birdsong
Jean Terrell
Lynda Laurence
Scherrie Payne
Susaye Greene
Endro The Temptations, Four Tops, The Marvelettes, Martha and the Vandellas, Mary Wells, The Velvelettes, Stevie Wonder, Mary Wilson

The Supremes a oa ur strollad kanerezed stadunanat krouet er bloavezhioù 1960. Strollad sonerezh kentañ Motown Records e voe ivez.

Krouet e voe ar strollad gant an anv The Primettes e Detroit e 1959. Gant The Supremes e voe kanet kanaouennoù doo-wop, pop, soul, kanaouennoù abadennoù Broadway, soul psikedelik ha disko. Strollad pouezusañ Motown e voent a-fet gwerzhañ pladennoù hag ez int hiziv an deiz c'hoazh ar strollad kanañ a reas ar muiañ a verzh e SUA[1] gant 12 kanaouenn er Billboard Hot 100[2]. Lodenn vrasañ ar c'hanaouennoù-se a voe skrivet gant Holland–Dozier–Holland hag a oa strollad sonaozerien ha skipailh produiñ sonerezh Motown. Pa oant e bar o brud er bloavezhioù 1960 e voent ken brudet ha The Beatles[2] ha dre ar berzh a rejont e c'hellas sonerien soul ha R&B afrikan-amerikan ober berzh ivez[2].

Gant Florence Ballard, Mary Wilson, Diana Ross, and Betty McGlown e voe savet ar strollad. An holl anezho a zeue eus tiez savet dre programm Brewster-Douglass e Detroit[3]. The Primettes eo a voe anv kentañ ar strollad, un anv heñvel ouzh hini The Primes (ma oa Paul Williams hag Eddie Kendricks, hag a savas The Temptations)[3]. Barbara Martin a gemeras lec'h McGlown e 1960, ha bloaz goude e voe sinet ur gevrat etre ar strollad ha Motown. The Supremes eo an anv a voe dibabet. E penn-kentañ 1962 ez eas kuit Martin, ha Ross, Ballard ha Wilson a gendalc'has o-zeir asambles.

Berzh a rejont da vat e-kreiz ar bloavezhioù 1960, pa voe lakaet Diana Ross da ganerez pennañ. E 1967 e teuas ar strollad da vezañ Diana Ross & the Supremes diwar ali Berry Gordy (prezidant Motown) Ballard ha Cindy Birdsong a gemeras plas Ballard. E 1970 ez eas Diana Ross kuit da genderc'hel da ganañ hec'h-unan ha Jean Terrell a gemeras he flas. Ar strollad a zeuas da vezañ The Supremes en-dro. Goude 1972 e cheñchas alies izili ar strollad : Lynda Laurence, Scherrie Payne ha Susaye Greene a voe degemeret ennañ e-kreiz ar bloavezhioù 1970. E 1977 e voe divodet ar strollad.

  1. Fred Bronson: The Billboard Book of Number 1 Hits, p265. Billboard Books, 2003.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Unterberger, Richie. "[1] The Supremes". Ouzhpenn 100 milion a bladennoù a zo bet gwerzhet ganto. (Allmusic).
  3. 3,0 ha3,1 Wilson et al., 29–36.

Developed by StudentB